Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

keit-ha-keit
keit-ha-keit, ul lec'hienn etrezomp

Dielloù: Gouere 2008

02/07/2008 GMT 1

fotoioù

stjondv @ 06:23

e skolaj sant josef Pezh c'hoari e skolaj

e breizhtival e sal tournemine

juin-2008-005.JPG  e Nivot

e Nivot, ar pik niknivod1.JPG

01/07/2008 GMT 1

Da Erwann, skrivet gant Dimezell Drouard

stjondv @ 17:37

Mat ar jeu Erwann ?

Digarez ac'hanon rak n'em eus ket kemeret an amzer da skivañ dit evit poent. Echu eo ar c'hentellioù abaoe ar sizhun baseet ha dec'h e oa an devezh diwezhañ evit an holl skolidi. Bet on bet gant ar c'hwerveidi er park "recré des trois curées". Brav ha heoliek e oa an devezh ha tout an dud o deus bet plijadur. Diouzh ar pezh am eus lennet war ar blog e kavez brav da vuhez du-hont. Ar gwell a zo brav estonn, gwir eo!

Peanos e tremen ar skol evidout neuze ? N'eo ket bet re-ziaes dit ar cheñchament live? Moarvat out deut a-benn, fiziañs am eus. Te a ra matematikoù e galleg neuze ? Daoust hag-eñ ez eus vakañsoù bras du-hont ?

Yezhoù bihan a zo e Noumea ivez pe eo komzet galleg gant tout an dud ?

E-mod-all eo tremenet mat an traoù ganomp, an holl ganfarted az aio e 5vet klas. Fellout a ra da Volen chom a sav gant ar brezhoneg koulskoude neuze ne vint nemet pemp ar bloaz o tont. Adel a c'hoarz kalzig, digas a ra joa er strollad, Sacha a zisoñj alies un hanter eus e aferioù, Anaèle a chom aketus, Molène a labour stard ha zo fur a-walc'h ha Tibaud n'eus kemeret muioc'h a fiziañs ennañ. Plijadur am eus bet a-hed ar bloaz ganto, me lar dit!

E 6vet e vo digemeret nemet daou vugel, siwazh! Gant ma vo muioc'h da c'houde er bloavezhioù o tont!

Div sizhunvezh zo e oa bet aozet un emvod gant an holl skolidi skoliataet ba' un hentenn divyezhek, plijus tre e oa. Un neubeud poltridi am boa tennet a-benn kas dit. A-hent-all eo bet c'hoariet daou bezh-c'hoari gant ar skipailhig. Renet int bet gant Aotrou Le Breton evel-just. An eil a anavezez hag hag egile zo bet c'hoariet ar sizhun baseet dirak klassadoù all ar skolaj. Mat kenañ e oa! Un neubeud poltridi ouzhpenn'ta!

Setu ar c'heleier!

Lar demat d'az familh eus ma ferzh. Emichañs ez a mat en traoù ganoc'h tout.

Ken ar c'hentañ Erwann. Plijadur a ouetan dit du-hont.

Dimezell Drouard

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust