Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

keit-ha-keit
keit-ha-keit, ul lec'hienn etrezomp

Dielloù: Gwengolo 2008

22/09/2008 GMT 1

Adèle

stjondv @ 14:23

Mont a ra mat?

Me ya memez ma n'eo ket brav an amzer.

Mignonez az peus?

Petra az peus graet e-pad da vakansoù?

Me am eus graet ur c'hamp gand va kerdenv(ur kamp spluj).

Mat tre e oa.

Daoust hag eñ eo ar skol disheñvel e Noumea ouzh Landi?

Kenavo Erwan

Adèle

Sacha

stjondv @ 09:43

Nathan en deus 2 vloas hag e zo e skol-vamm . Kemeret on eus ur c'hazh al : Edi eo e anv . E barzh ar c'hlas n'eus aoutroù Gueguin e kelener gentañ . Mad eo ar pevare ? Ganin e vo kemeret an internet ! Sacha

thibaut

stjondv @ 09:42


 


Mont a ra mat ?

Me m'eus reseved oc'h lizher.

Me a m'oa un tammig leziregezh

da vont er skol met bremañ

mad eo an traoù.

Ni n'eus dizoloed un danvez nevez :

Ar Fizikel-Chimi, mad eo

 


 

Euh echu eo an eurvezh

Kenavo

 

THIBAUT

Myriam

stjondv @ 09:41


Myriam

Mont a ran ? Chañs peus.C'hoant peus ur c'has peogwir em eus unan, Forban eo e anv.

 

Mignon eo.Mal zo warnon da vont da vro Allamagne e vakansoù .e vacansou bras on bet en


 

Landevenec .


 

Myriam

 

Anaëlle

stjondv @ 09:38


 

 


Mont a ra mat ? Petra a ri e-pad da vakansoù ?

Me zo aet d'ur dimeziadenn e Drome (e su ar Bro C'hall),

ar wech kentañ m'oa aet da well ur dimeziadenn.

Penaos eo ar skol e Nouvelle-Calédonie ?


Ni hon eus atav Mme Coum ha Melle Drouards...


 

Anaëlle

 

19/09/2008 GMT 1

keleier vakansoù an hañv

stjondv @ 12:25

Salud dit Erwann.brest2008-030.JPG

Emichañs ez a mat an traoù ganit en tu-all ha n'out ket re-skuizh ablamour n'ez peus ket bet vakansoù hir eveldomp aman. Lennet em eus da respont div sizhunvezh zo nemetken peogwir n'on ket bet war ar blog e-kerzh ar vakansoù. Mersi dit, plijus tre eo kaout keloù dit ha gwelet fotoioù brav a ziskouez da vro pe loened n'omp ke boazet da welet aman e Breizh.

Tremenet mat eo bet a vakañsoù. Kalzig a droù a oa er vro, festoù a bep seurt, me lar dit ! Loc'het eo tro Vro-c'hall var velo eus Brest d'an 5 a viz Gouere ha just da c'houde etre an 11 hag an 17 eo bet digemeret tro dro 2000 bag er porzh-koñvers Brest evit Gouel ar bigi kozh (Brest 2008). Pegen brav e oa. Labouret em eus bet ur sizhunvezh enno a-benn digemer tud eus Bro-Suede. Cheñch a ra kalz eus ma labour skol ha plijadur em eus bet. Deut on a-benn gwelet a-dost bigi eus ar re vravañ er bed. E-mod-all eo an hañv ivez mare a festoù-noz, gouelioù sevenadurel, Festivalioù...kalz a douristed a vez gwelet ! Neuze eo bet mat tout an traoù nemet an amzer hag a zo fall spontus abaoe penn-keñtañ miz Eost. Tro-dro 18 derez, pas muoc'h !!! Tristig eo. An heol a vank da dout an dud.

An distro-skol a oa penn-kentañ miz Gwengolo. Plijadur em eus bet da welet an holl skolidi yac'h a prest adarre da dremen ur bloavezh ganin :-). Graet em eus anaoudigezh gant Lucie ha Nicolas (hag a oa gant da c'hoar ar bloaz paseet) a zo e c'hwervetklas. Justig eo da labourat gant daou nemetken met jentil ha serius tre int. E-mod-all ez eus kelenerezed nevez e Brezhonneg hag e Istor-Geo, div blac'h plijus. A-benn neubeud ez po keloù eus o ferzh d'am soñj. Ar bloaz-mañ e labouran ivez e Plougastell. War an hentoù e vezan alies (tro dro 130 km bemdez) met n'eo ket ken skuizhus hag ar bloaz paseet memestra. Ar skolidi enno a zo simpa tre ivez.

Setu an traoù nevez. Sur on e tremen mat ganit, ar skol ha tout an traoù dudius. Chom a ra daou viz dit neuze a-raok fin ar pemvet klas?

Demat d'an holl enno. Ken ar c'heñtañ.

Dimezell Drouard

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust