Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

keit-ha-keit
keit-ha-keit, ul lec'hienn etrezomp

Rummad: 6vet

06/08/2008 GMT 1

Landi-Nouméa

stjondv @ 07:53

Nouméa, 06/08/2008 Demat Dimezell Drouard   Mont d’ar ra mat ganeoc’h ?  Ganin ya. Amañ n’eo ket  ar vakañsoù bras ! Ar re-mañ a zo nemet e miz Kerzu ! Met n’eo ket grevus . Er skol, tout an traoù a vont mat ganin. Me a ra ar matematikoù e gallek hag m’eus adtapañ tout an traoù. Graet e m’eus ur c’hoariadeg : « le Concours Australien de Mathématiques » . An hini kentañ a goun a bilhed evit Aostralia. Diaez e oa.

Evit ar sport gant ar skolaj, me a ra kaiak war mor. Plijadur am eus. Met, amañ, e veze lakaet botoù dour peogwir ez eus

«  rascasse rascasse, cône Cône textile,

tricot rayé tricot rayé… » hag a zo dangerous tre.

 Gwelet em eus « coraux ». Brav eo ! Mod all me m’eus c’hoant graet « planche à voile et voile ». Graet em eus ivez ur cross hag em eus echuet 71e war 177. E Kaledonia-Nevez e vez komzet ar Kanak hag e deus 30 (war-dro) gouyezh disheñvel mui ar saozneg hag ar galleg. Me a anavezañ nemet tata : kenavo.Ar enez a ra 500km hag an hent n’eo ket aez. Me m’eus graet nemet un hanter eus ar province sud ! C’hoant m’eus vont war an enezioù a zo e kichen : « Mare, Lifou, Ouvéa, îles des Pins… » Mod all, er-maez d’eus ar skol, me a ra fleüt-treuz hag e c’hoari e-barzh un  strollad fleüt.   Ken ar c’hentañ . Vakañsoù mat.Erwan

                                                                                 

    

02/07/2008 GMT 1

fotoioù

stjondv @ 06:23

e skolaj sant josef Pezh c'hoari e skolaj

e breizhtival e sal tournemine

juin-2008-005.JPG  e Nivot

e Nivot, ar pik niknivod1.JPG

01/07/2008 GMT 1

Da Erwann, skrivet gant Dimezell Drouard

stjondv @ 17:37

Mat ar jeu Erwann ?

Digarez ac'hanon rak n'em eus ket kemeret an amzer da skivañ dit evit poent. Echu eo ar c'hentellioù abaoe ar sizhun baseet ha dec'h e oa an devezh diwezhañ evit an holl skolidi. Bet on bet gant ar c'hwerveidi er park "recré des trois curées". Brav ha heoliek e oa an devezh ha tout an dud o deus bet plijadur. Diouzh ar pezh am eus lennet war ar blog e kavez brav da vuhez du-hont. Ar gwell a zo brav estonn, gwir eo!

Peanos e tremen ar skol evidout neuze ? N'eo ket bet re-ziaes dit ar cheñchament live? Moarvat out deut a-benn, fiziañs am eus. Te a ra matematikoù e galleg neuze ? Daoust hag-eñ ez eus vakañsoù bras du-hont ?

Yezhoù bihan a zo e Noumea ivez pe eo komzet galleg gant tout an dud ?

E-mod-all eo tremenet mat an traoù ganomp, an holl ganfarted az aio e 5vet klas. Fellout a ra da Volen chom a sav gant ar brezhoneg koulskoude neuze ne vint nemet pemp ar bloaz o tont. Adel a c'hoarz kalzig, digas a ra joa er strollad, Sacha a zisoñj alies un hanter eus e aferioù, Anaèle a chom aketus, Molène a labour stard ha zo fur a-walc'h ha Tibaud n'eus kemeret muioc'h a fiziañs ennañ. Plijadur am eus bet a-hed ar bloaz ganto, me lar dit!

E 6vet e vo digemeret nemet daou vugel, siwazh! Gant ma vo muioc'h da c'houde er bloavezhioù o tont!

Div sizhunvezh zo e oa bet aozet un emvod gant an holl skolidi skoliataet ba' un hentenn divyezhek, plijus tre e oa. Un neubeud poltridi am boa tennet a-benn kas dit. A-hent-all eo bet c'hoariet daou bezh-c'hoari gant ar skipailhig. Renet int bet gant Aotrou Le Breton evel-just. An eil a anavezez hag hag egile zo bet c'hoariet ar sizhun baseet dirak klassadoù all ar skolaj. Mat kenañ e oa! Un neubeud poltridi ouzhpenn'ta!

Setu ar c'heleier!

Lar demat d'az familh eus ma ferzh. Emichañs ez a mat en traoù ganoc'h tout.

Ken ar c'hentañ Erwann. Plijadur a ouetan dit du-hont.

Dimezell Drouard

05/06/2008 GMT 1

landi.nouméa

stjondv @ 01:41

Nouméa, 05/06/2008 Demat Landivizio,

Ne m’eus ket skrivet a-raok peogwir ne m'oa ket kavet an adress blog mad.

DSCF 9072.JPG

Ar veaj a oa diaez. Me oa klañ e pad tout ar veaj (24 eur).

Ni zo erruet e Nouméa ar 3 mae e 22:30.

Ar mintin a oa gwelloc’h gant ur gwel brav tre. Gwel a ran se bep deizh.

 

DSCN0999.JPG

DSCN0995

Chom a ran en ur ranndi er kreiz kêr, war ur run. Er skol, va mignonned eo Pierre- Edouard, Tom hag tud all…

DSCF9078.jpg

E Nouméa, ar vugale a vont e-barzh ar wezenn. Me am eus klasket ober eñvel,

met ne oa ket posubl diskenn evidon

eta va mignon eo deuet da sikour ac’hanon.

Ne oa ket ur gwez koko !

Blaset em eus traoù iskiz : taro, igname, tofu… mad eo met n’eo ket ma boued kalet. Peseurt traoù nevez e Landivizio ? E lavar ar vro, e peseurt plas oc’h erruet ? Penaos e oa ? Me a kinnig temoù evit ar wech kentañ :- ur log - Inizi- Tour tan “Amédée”- Ker Nouméa- Istor ar Kaledoni nevez- Ur morlenn- Keginerezh

- ... doc’h c’hwi da zibab traoù all...

Kenavo (emañ : tata bisous) Erwan

 

30/05/2008 GMT 1

Demat Erwann !

stjondv @ 17:42

mai-2008-038.JPG

Demat Erwannmai-2008-030.JPG
Bev out atav ? Mont a ra mat ganit ? Brav eo da di pe get ? Daoust hag-eñ ar veaj a zo bet mat ? Daoust hag-eñ ho peus gwelet loened ispisial evel delfin pe rinkin ? Daoust hag-eñ ez peus kavet mignoned nevez e Nouméa ha petra eo o anv ? Daoust hag-eñ ez peus drebet traoù iskiz ?
Ni hon eus gweladennet ur mirdi (bihan), mirdi Yann d'Argent, e Sant- Servez, gant aotroù Le Cornec. Yann d'Argent e oa ul livour brudet, livet en deus « ar C'hannerezed-noz », inouet hon bet un tammig peogwir hon chomet a sav e-pad 2e30.
Ni zo bet pinijet peogwir Quentin a lak « boulettes paper » er c'hlas. Sacha zo bet peget peogwir e oa louz e aferioù matematikoù.

mai-2008-039.JPG
Dit te da gontañ deomp bremañ, Da vignoned hag ar skipailh kelennerien

ul lec'hienn diwar benn Yann d'Argent
http://membres.lycos.fr/ydargent/yda.htm

setu fotoioù e kastelin, mai-2008-018.JPG

mai-2008-022.JPG

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust