keleier vakansoù an hañv
Salud dit Erwann. Emichañs ez a mat an traoù ganit en tu-all ha n'out ket re-skuizh ablamour n'ez peus ket bet vakansoù hir eveldomp aman. Lennet em eus da respont div sizhunvezh zo nemetken peogwir n'on ket bet war ar blog e-kerzh ar vakansoù. Mersi dit, plijus tre eo kaout keloù dit ha gwelet fotoioù brav a ziskouez da vro pe loened n'omp ke boazet da welet aman e Breizh. Tremenet mat eo bet a vakañsoù. Kalzig a droù a oa er vro, festoù a bep seurt, me lar dit ! Loc'het eo tro Vro-c'hall var velo eus Brest d'an 5 a viz Gouere ha just da c'houde etre an 11 hag an 17 eo bet digemeret tro dro 2000 bag er porzh-koñvers Brest evit Gouel ar bigi kozh (Brest 2008). Pegen brav e oa. Labouret em eus bet ur sizhunvezh enno a-benn digemer tud eus Bro-Suede. Cheñch a ra kalz eus ma labour skol ha plijadur em eus bet. Deut on a-benn gwelet a-dost bigi eus ar re vravañ er bed. E-mod-all eo an hañv ivez mare a festoù-noz, gouelioù sevenadurel, Festivalioù...kalz a douristed a vez gwelet ! Neuze eo bet mat tout an traoù nemet an amzer hag a zo fall spontus abaoe penn-keñtañ miz Eost. Tro-dro 18 derez, pas muoc'h !!! Tristig eo. An heol a vank da dout an dud. An distro-skol a oa penn-kentañ miz Gwengolo. Plijadur em eus bet da welet an holl skolidi yac'h a prest adarre da dremen ur bloavezh ganin :-). Graet em eus anaoudigezh gant Lucie ha Nicolas (hag a oa gant da c'hoar ar bloaz paseet) a zo e c'hwervetklas. Justig eo da labourat gant daou nemetken met jentil ha serius tre int. E-mod-all ez eus kelenerezed nevez e Brezhonneg hag e Istor-Geo, div blac'h plijus. A-benn neubeud ez po keloù eus o ferzh d'am soñj. Ar bloaz-mañ e labouran ivez e Plougastell. War an hentoù e vezan alies (tro dro 130 km bemdez) met n'eo ket ken skuizhus hag ar bloaz paseet memestra. Ar skolidi enno a zo simpa tre ivez. Setu an traoù nevez. Sur on e tremen mat ganit, ar skol ha tout an traoù dudius. Chom a ra daou viz dit neuze a-raok fin ar pemvet klas? Demat d'an holl enno. Ken ar c'heñtañ. Dimezell Drouard

digg it
del.icio.us